Deskiñ ha Komz Brezhoneg

logo

Kouignoù Bro Vigoudenn

Kouignoù Bro Vigoudenn - Crêpes/galettes pays Bigouden

Aozennoù (evit 40 a 50 kouign)

Bleud gwinizh1kg

Sukr Poultr200g

Sac'hadig goell bouloñjer disec'hed2

Litrad laezh1,25 l

Ui6

Binvioù

Ur saladennaouer uhel a-walc'h (ar bas a c'hall daougementiñ)

Aozañ

1.  Lakait ar goell e-barzh ur banne laezh.

Lakait a-gostez c'hwec'h melen-ui ha tri gwenn-ui.

E-barzh ur saladennaouer bras meskit ar c'hwec'h melen-ui gant ar sukr,

Ouzhpennit ar bleud.

Diskennit al litrad laezh e-barzh ar bas, goustadik kuit d'ober pouloud.

Ur wech m'eo dibouloud ar bas, ouzhpennit ar goell, meskit en-dro.

Lakait un torchouer war ar saladennaouerad ha laoskit anezhañ en ul lec'h tomm,

Evit teir pe beder eurvezh (amzer ar bas goiñ)

 

2.  Peder eurvezh goude :

Savit an tri gwenn-ui en erc'h.

Ouzhpennit ar gwennoù-ui e-barzh ar bas, dousik-dousik, kuit da derriñ anezho.

 

3.  Poazhañ :

Leugnit ul loa-bod gant ar bas ha grit tri pe bevar ront bihan war ar billig.

Gortozit un tamm ha troit anezhe.

Poazhet int ? Sachit warni ! neuze.

 

• Geriaoueg

Gwinizhblé

Goelllevure

Saladennaouer (où)saladier(s)

Baspâte à crêpe, battue

Daougementiñdoubler de volume

Melen-uijaune d'oeuf

Gwenn-uiblanc d'oeuf

Diskennverser

Kuit-dapour ne pas

Pouloud (coll)(des) grumeaux

Pouloudenn°(un) grumeau

Goiñfermenter, lever

Sevel en erc'hmonter en neige

Loa-bod (loaioù-bod)louche(s)

Sachit-warniservez-vous